E KARG EUS AR GEGIN, AR PRENADENNOÙ, AR C’HEMPENN E-PAD AR STUMMADUR DABU DIAZEZ

UBAPAR


Date: 5 hours ago
City: Riyadh
Contract type: Full time
  • Accueil
  • Offres d’emploi
  • E karg eus ar gegin, ar prenadennoù, ar c’hempenn e-pad ar stummadur DABU Diazez

E karg eus ar gegin, ar prenadennoù, ar c’hempenn e-pad ar stummadur DABU Diazez

Mise à jour le lundi 23 février 2026

Adalek an 11 betek an 18 a viz Ebrel 2026 – e Plañvour (56)

An UBAPAR, Unvaniezh Breizh evit Diorren ar Buheziñ war ar maez, a zo ur rouedad kevredigezhioù e Breizh hag a gas war-raok ar buheziñ ha diorren an tiriadoù war ar maez.

E penn ur rouedad 40 kevredigezh bennak emañ. Labourat a ra war meur a dachenn : an deskadurezh d’an endro, an dudi brezhonek-gallaouek, an niverel hag ar meziantoù dieub, ar vugaleaj hag ar yaouankizoù.

Lidet he deus an UBAPAR he 40 bloaz e 2024. Un aozadur-stummañ gant al label Qualiopi eo. Un aotre da ginnig stummadurioù DABU-DARE e Breizh hon eus. Skoazellet omp gant strollegezhioù hag ensavadurioù.

Stag oc’h eus an deskadurezh pobl ? Bet oc’h bet rener pe renerez ur gevredigezh ? Anavezout a rit bed an ekonomiezh sokial ha kengret ? Anavezout a rit bed ar stummadurioù micherel hag ar stummadurioù DABU ha DARE ? Plijet e vefec’h o labourat en ur rouedad ?

Degemer mat en UBAPAR !

➜ PETRA EO HO KEFRIDIOU ?

Bezañ e karg eus ar gegin, ar prenadennoù hag ar c’hempenn e-pad at stummadur DABU :

A-raok ar stummadur DABU

  • Eskemm gant rener·ez ar staj
  • Kemer perzh en devezh prientiñ a-gevred gant peurrest ar skipailh stummañ : Un devezh a vo raktreset evit labourat asambles hervez ho prantadoù vak. Skrivañ ur raktres pedagogel e liamm gant raktres desevel an UBAPAR.
  • E liamm gant rener·ez ar staj hag ar skipailh : Kaout ur preder war ar meuzioù dibabet evit ma vefe boued eus ar vro, o doujañ eus ar c’houlz amzer ha biologel pa ‘z eo posubl. Mont e darempred gant produerien boued ha/pe stalioù ar vro (legumaj, bara, hag all…)
  • Prientiñ listenn an dafar a vo ezhomm da gaout (kastelodennoù, torchoù...)
  • Labourat gant ar skipailh pedagogel war al lec’h devezh a-raok devezh kentañ ar staj.

Echuiñ ar roll-meuzioù evit an 2 zevezh gentañ. Mont d’ober prenadennoù evit penn-kentañ ar staj. Sikour ar skipailh evit aozañ ha kinklañ al lec’h ma vez ezhomm.

  • Ober tro ar savadur gant ar perc’henn hag ar rener·ez evit gouzout resis ar pezh a vo da gempenn ha penoas. Krouiñ skritelloù e liamm an titouroù-se ma vez ezhomm.

E-pad ar stummadur : Bezañ kiriek eus aozadur ar staj

  • Fardañ boued evit 42 zen da vare lein ha koan bemdez + prientiñ an dijuniñ hag ar merenn vihan
  • Ober ar skaotaj ha kempenn ar gegin
  • Krouiñ peurrest ar roll-meuzioù gant ar stajidi hag ar skipailh stummañeus kempouez ar boued hag ezhommoù ar strollad.
  • Doujañ eus al lezenadur a-fed boued er c’hreizennoù dudi (mirout standilhonoù pep pred, an etikedennoù, hag all...)
  • Mont d’ober prennadennoù e-pad ar sizhun ha merañ ar budjed e liamm gant sikour ar rener·ez (renabliñ an tikiji)
  • Fardañ boued gant ar stajidi pa ‘z eo posubl
  • Kas ur prantad stummañ tro-dro d’ar boued (lezennadur, buheziñ gant ar stajidi)
  • Ober war-dro ar c’hempenn er savadur, ha lakaat ar stajidi da gemer perzh (e liamm gant ar skipailh stummañ)

Goude ar staj : klozañ

  • Kemer e karg kempenn al lec’h ha bezañ aketus da adlakaat pep tra evel ma oa.
  • Treuzkas tout an dielloù ha dafar d’an UBAPAR (tikiji, an etikenedennoù, hag all.)
  • Ober war-dro ar standilhonoù boued (da virout e-pad 3 devezh goude ar staj)
  • Chom e liamm gant ar skipailh pedagogel ha gant kenurzhierez an UBAPAR betek ma vefe

diskoulmet an darvoudoù, ma vez lod.

  • Treuzkas ar fotoioù tapet e-pad ar staj d’an UBAPAR (poltriji eus ar stajidi o defe sinet an aotre nemetken). Implij a raimp anezho evit ar c’hehentiñ hollek. Arabat skignañ ar fotoioù e-maez ar staj (zoken e-touezh hoc’h eskemmoù personel !)

➜ DOARE-DEN

Bezañ brezhoneger·ez a-feson (komz, lenn ha skrivañ) : Ar stummadur a vo kaset e brezhoneg penn-da-benn.

Kaout skiant-prenet e bed ar buheziñ (kreizennoù dudi, kampoù vakañsoù)

Bezañ gouest da geginañ evit ur strollad bras, ha kenurzhiañ ar roll-meuzioù, ar prenadennoù, ar budjed.

Bezañ tost eus talvoudegezhioù an UBAPAR (boued eus ar vro, o doujañ eus ar c’houlz amzer, ha biologel pa ‘z eo posubl)

Bezañ mennet da dreuskas.

Bezañ gouest da labourat e skipailh.

➜ DIPLOMOU

DABU (BAFA) klok pe un diplom kevatal.

An aotre bleniañ.

➜ DOAREOU-LABOUR

Kevrad CEE 60€/kriz dre zevezh.

1 devezh prientiñ gopret a-raok ar stummadur

Frejoù-hent restaoliet

Lakaat ho anv (lizher-mennañ ha CV)

da gas dre bostel da [email protected] adalek bremañ betek ar 4 a viz Meurzh 2026

Ezhomm da gaout muioc’h a ditouroù ?

Pellgomzit da Awena Le Baron-Courtet e karg eus ar stummadurioù DABU-DARE : 06.43.90.75.93

Documents joints

  • 260217_-_e_karg_eus_ar_gegin_ar_prennadennou_hag_ar_c_hempenn_-_dabu_diazez.pdf Télécharger 23 février - PDF - 377.3 kio

How to apply

To apply for this job you need to authorize on our website. If you don't have an account yet, please register.

Post a resume

Similar jobs

Senior Product Engineer - Web

Tamara, Riyadh
1 day ago
About UsTamara is the leading fintech platform in Saudi Arabia and the wider GCC region with a mission to help people make their dreams come true by building the most customer-centric financial super-app on earth. The company serves millions of users in the region and partners with leading global and regional brands such as SHEIN, Jarir, noon, IKEA and Amazon,...

Sales Manager - Saudi Arabia

Checkout.com, Riyadh
1 day ago
Company DescriptionWe’re Checkout.com. You might not know our name, but companies like eBay, Spotify, Klarna, Uber, and Sony do, because we’re behind many of the digital experiences you use every day. We are where the world checks out, enabling over 10 billion transactions yearly for more than one billion global shoppers. Whether you want to book a holiday, order food,...

Senior Product Manager

Takamol Holding, Riyadh
4 days ago
Job DescriptionLead with the direct manager to achieve the strategy within the Qiwa Portfolio. Lead the utilisation of Qiwa data to invest with clients/customers. Lead the Takamol product portfolio and product targets to ensure product performance and that products meet customer demand, impact the market, and support Takamol's strategic objectives.Key ResponsibilitiesLead the Qiwa product portfolio and product targets to ensure...